Gouzout muioc'h diwar-benn
Daou gamarad a zo bet e Radio Kerne evit safaret eus o yaouankiz. Jean Trellu a zo ganet e Penhars e penn-kentañ ar brezel. D'ar mare-se ne oa ket stag ouzh Kemper c'hoazh. Egile eo François Yaouank ha hemañ a zo bet savet er Fouilhez (Menez Are).
Buhez ar re yaouank a oa komañset da cheñch e-doug ar bloavezhioù 50 ha 60. Lod a ranke mont d'ar c'hêrioù bras evit kaout ul labour. Ha ne oa ket aes en em ziduiñ ivez ! Eürazamant 'oa ar balioù evit dañsal hag en em gavet asambles gant ar merc'hed ... met diwallit d'ar person !