Gouzout muioc'h diwar-benn
Plozeved, kumun ar vro Vigouden, a zo bet studiet etre ar bloavezh 1961 hag ar bloavezh 1965 gant un maread skiantourien war a bep seurt dañvezhioù labour : demografiezh, bio-anthropologiezh, geografiezh, istor ethnologiezh, sokiologiezh, pe c'hoaz psikologiezh. Un « action concertée » giz ma zo bet graet deuhouti. Un enklask brudet evit he stumm dibarr neuze d'ar mare-se, mez ivez peogwir zo bet un doare polemiezh braz diwar ar bilañs embannet gant Edgar Morin deus an enklask.
E 2010 zo bet deuet e Plozeved en dro unan deus an enklaskerien a neuze, evit klask adlañsiñ al labour studi, gant daou raktres : « Plozarch » ha « Plozcorpus ». Gilles Goyat hag a zo a orin deus Plozeved 'n eus bet kemeret perzh el labour-se.
An abadenn gant Tunvezh wGwlagen-Grandjean