Gouzout muioc'h diwar-benn
Dizale a zo ur gevredigezh lezenn 1901, hag a ro mouezhioù e brezhoneg da filmoù a bep seurt.
Bloaz 'zo nemetken o deus dilojet deus an Oriant evit dont d'en em staliañ e Kemper.
A hed an hañvezh 2017 zo bet aozet ur staj gant Dizale, war ur sizhunvezh, evit kinnig d'an dud deskiñ ar mod da reiñ o mouezh war ur film bet troet deus ar saozneg, ar japoneg, an alamaneg pe c'hoaz ar c'hembraeg.
Sophie Gwilhamet ha Mona Karov a zo div deus ar 16 den bet heuliet an atalieroù. Laors Skavenneg a gelenne penaos advouezhiañ, ha Nolwenn Korbell a gase atalieroù c'hoariva.
Ur reportaj gant Tunvezh Wlagen-Grandjean