Gouzout muioc'h diwar-benn
Bruno a ra parti eus ur strollad tud c'hoant gante da derriñ kodoù strizh mont en-dro ar moneiz e-giz m'eo anavezet bemdez. Un taol-arnodva a c'hellfe bezañ kaset e Bro Douarnenez. Peder devezh devezh emgavioù a vo e fin ar miz a-benn lakaat an dud intereset da gompren penaos eo bet soñjet ar reizhad
O c'harta-displegadenn:
Moneiz frank e beg Breizh
Piv ?
Ur strollad tud diardoù ha digor zo ac'hanomp. Hiniennoù, kevredigezhioù, kenstrolladoù, bodet holl asambles gant ar soñj lakaat ar moneiz frank 1 da vont en-dro amañ ha lec'h all.
Petra?
Ar 1 ( distagit [jun] ) zo ur moneiz kriptografek, gant rannennoù-gounid etre an holl, ha lakaet en-dro gant ur meziant frank anvet Duniter.
Harpet ouzh « Teorienn keñveriek ar moneiz » e ya en-dro dre e « rouedad a fiziañs », produet ha kretaet ar 1 gant an holl izili skoaz ouzh skoaz.
Penaos?
Lakaad da anavezout ha skignañ ar 1 dre aozañ c'hoarioù
economicus, digorioù-kalon moneiz frank, kejadennoù.
Perak?(Dre ma gredomp eo gwelloc'h kaout meur a voneiz, eo stabil ha frank hor mennad, hag e soñjomp hon eus ezhomm anezhañ. e plijfe deomp lakaat anezhañ e pleustr da vat.
24-27 mae e Dz
http://www.creationmonetaire.info
(lec'hienn ar matematikour bet lañset ar soñj gantañ, Stéphane Laborde)
https://pennarg1.org