Levrioù e brezhoneg evit an hañv

Radio Kerne

Levrioù e brezhoneg evit an hañv

Gouzout muioc'h diwar-benn

Ur c'hinnig levrioù nevez gant Mark Kerrain, kelenner skol-veur war ar brezhoneg hag embanner : POK DIN, JOZEFIN Setu ul levr-ostilh d'en em zibab gant verboù diazez. Petra eo o flas er frazenn, penaos e tispleger anezhe... OUZH TAOL, MORLAERON Ul levr evit ar vugale, bremañ, evit lezel reolennoù ar yezhadur a-gostez, ha kaout plijadur e brezhoneg hepken ! Pok Din, Jozefin 1200 verb, penaos ober implij anezhe hag o displegañ reizh 6 euro Sav Heol Ouzh taol, morlaeron 6 euro Sav Heol