Gouzout muioc'h diwar-benn
E Stad Manitoba (Kanada) e vez preget ur c'hreoleg drol a-walc'h c'hoazh. "Bungi Creole" a vez graet deusoutañ e saozneg. Diwar ar saozneg eo bet savet ha koulskoude e vez kavet ur bern komzoù a zeu eus yezhoù an Amerindianed du-hont, eus saozneg Bro-Skos ivez koulz hag eus ar skoteg hag ar gouezeleg !