Gouzout muioc'h diwar-benn
E miz C'hwrever 2018 'oa bet kavet ul langaj nevez e hanternoz Malezia, tost a-walc'h eus Thailand. Ar "jedek" a vez graet deusoutañ ha ne vez ket savaret 'met gant 200 den ken. Interesant a-walc'h eo ar yezh-mañ peogwir n'eus ket komz ebet evit lâret "prenañ", "amprestiñ", "laerezh" peotramant "lezenn".