Gouzout muioc'h diwar-benn
Kaout aon dirak ur c'hazh du, mont da welet un diskonter, paseal dindan ur skeul ... Savet eo bet hor c'hultur diwar kredennoù kozh ha traoù direzon. An diskouezadeg "Krediñ a ran, ne gredan ket" a lak ar bed kuzhet-mañ war-wel e mirdi Breizh (Roazhon). Paskal Nignol 'neus heñchet ac'hanomp neuze er salioù teñval evit mont da welet poltred ur sorserez gwir, ur milouer "karget", un daolenn-Ouija hag ur bern traoù all c'hoazh !
'Peus ket re aon ?