Gouzout muioc'h diwar-benn
Ouzhpenn an italianeg a vez kaozeet e Italia ! Yezhoù jermanek ha slavek a c'haller klevet ivez, e hanternoz ar vro, ha parlanchoù albanek a vez safaret e kreisteiz Italia. Er Pouilles hag e Calabre 'vez kavet ul langaj all c'hoazh, ar grikoeg. Heñvel a-walc'h eo deus ar gresianeg modern ha yezh ar bobl Griko eo.