Gouzout muioc'h diwar-benn
Sur a-walc'h eo unan deus an trouzioù a glevomp an aliesañ er goañv : ar streviañ !
Met perak e streviomp ? Un dastaol eo streviañ, un doare eo evit ar c'horf da ziskarzhañ an traoù a c'hell bezañ dañjerus evitomp, bakterioù, virusoù, pollen, poultrenn. Hag arabat deoc'h chom hep streviañ m'ho peus em d'en ober. Gallout a ra lakaat gwask war gwazhiennoù ho taoulagad ha reoù ho empenn, gwask ivez war ho taboulinoù hag ho kouzoug. 'Neus ket pell e oa bet kaset un den 34 vloaz anezhañ d'an ospital 'noa miret e gorf da streviañ ha blam da se ha da wask an aer en e gorf oa bet toullet e pharynx.