Gouzout muioc'h diwar-benn
Goude ur bloavezh labourioù, eo adkroget an trenioù da ober al liamm etre Brest ha Kemper. War ar bloavezhioù diwezhañ e oa deuet an hent-houarn da vezañ re gozh. N'helle ket an trenioù mont buhanoc'h eget 60 kmad/e etre Kemper ha Landerne. Bremañ e ya buhanoc'h en dro, hag e zo muioc'h a eskemmoù etre an div c'hêr. 9 mont-ha-dont a vez bep devezh ar sizhun bremañ, e plas ar 6 a oa a-raog.
D'an 10 a viz Kerzu e oa bet lidet digorradur al linenn adnevezaet. Un digorradur war an ton braz gant an dilennidi, mez ivez tud boutin oc'h implij an tren pa oa digoust an devezh kentañ. Bernez Rest a oa en o zouezh. An den 'n eus kalz a garantez evit an hentoù-houarn hag o zrenioù. Un abadenn gant Tunvezh Wlagen-Grandjean.