Gouzout muioc'h diwar-benn
'Niza gwenn-ha-ruz' sed aze titl ar film bet sevenet gant Bastian Gwilhou e Bro Gemperle e miz Genver paseet: ennañ kontet buhez ur vaouez bet maget ganti he c'harantez evit he bro hag he yezh p' he doa ranket kuitaat Breizh gant he gwaz hag he bugale...Strivaet o doa a-benn gellet dont en-dro... Kontet ivez he bugaleaj plac'hig ruz he blev ha berr argant he zud.