Steredenn ar C'hreisteiz (1)

Radio Kerne

Steredenn ar C'hreisteiz (1)

Gouzout muioc'h diwar-benn

Sellit aze abadenn gentañ Steredenn ar C'hreisteiz. Diwar levr Jules Verne, l'Etoile du Sud, eo bet savet homañ. Yann Méré a ya da studiañ an diamantoù e Afrika ar C'hreisteiz, e fin an XIXvet kantved. Ober a ra anaoudegezh gant Alice Watkins, merc'h John Watkins. Hennezh a zo perc'henn war tout minoù « Griqualand », bro an diamantoù. Yann a faotfe dezhañ dimeziñ gant Alice ha koulskoude ne faot ket da John Watkins, peogwir eo re baour ar skiantour yaouank. Yann a sav en e soñj dont da vezañ pinvidik neuze.