Gouzout muioc'h diwar-benn
A-benn dilun vo renket ur votadeg e Kurdistan Irak, ur referendum diwar-benn dizalc'h ar vro. « Faotañ a rafe deoc'h e teufe Kurdistan da vezañ ur vro dizalc'h ? » a vo goulennet. Med n'eo ket ken aes-se an traoù. Peursur eo bremañ ne vo ket asañtet disoc'h ar votateg gant ar broioù all. Ha partiet fall eo evit poent. Disul en dooa graet e soñj gouarnamant Iran serriñ e harzoù gant Kurdistan Irak. Ha dilun e oa bet nullet ar referendum gant Parlamant Irak.
Hag un diaesamant all a zo e Kurdistan : ouzhpenn Kurded a vev eno. Arabed, Asirianed, Yezidied, Armenianed, Turkmened ha pobloù bihan all a vez kavet ivez. Ha n'em em glev ket mat-tre ar Gurded hag an Arabed o-daou . Den ne oar neuze penaos troio an traoù a-benn ar sizhun a zeu .