Karter ar Gwenan, ur c'harter a stourmoù

Radio Kerne

Karter ar Gwenan, ur c'harter a stourmoù

Gouzout muioc'h diwar-benn

Dibar eo karter ar Gwenan e Kemper. Savet e oa bet er bloavezhioù 50 gant 100 familh micherour evit gallout en em lojañ mat. Ur c'harter e lec'h ma vez kengred an dud an hini eo. E 1965 e voe savet eno Kreizenn Sokial ar Gwenan, ar greizenn sokial gentañ e Kemper. Marie Salaun, hi, en em stalias eno er bloavezhioù 70. Un nebeud bloavezhioù goude, e 85, e oa anv da sevel un hent-tro e Kemper, ar Boulouard Norzh, a ra tro kêr hiziv an deiz. Met d'ar mare-se e faote d'an ti-kêr, a oa e penn ar raktres, troc'hañ lodenn Kornôg kêr e 2. En em strollañ a reas neuze anezhidi ar c'harterioù Norzh ha Kornôg er gevredigezh « Vivre de Terre Noire à Prat ar Rouz ». Ur gevredigezh a strolle 182 familh. Betek ma z eas ar maout gante hag e vo cheñchet an tresoù.