Nyansapo festival : tud du gouennelour ?

Radio Kerne

Nyansapo festival : tud du gouennelour ?

Gouzout muioc'h diwar-benn

Ur festival afrofeminist tamalet dezhañ bezañ gouennelour. E fin miz gouere vo dalc'het e Paris an Nyansapo festival, e bal kemer an amzer d'an em aozañ evit stourmiñ enep d'ar gwaskoù lakaet war ar maouezed du. Kaset vo eno atalieroù prevezet da vezañ digemmesk, pe "non-mixte". Un doare d'ober a zo disgustumm evit kalz, hag en eus lakaet un tabut braz da ziwaniñ er vro a-bezh. Tamalet zo bet da aozerien ar festival bezañ gouennelourien enep an dud wenn. Ur sizhunvezh 'zo eo deuet da vezañ un arguzenn da vêrez Paris, Anne Hidalgo, evit nullañ ar festival. Penaos eo diwanet an tabut diskiant-se, ha petra eo un atalier nann-mesket ? Setu ar goulennoù a vo respontet dezho gant Camille Argoualc'h. Camille a zo ezel deus ar strollad feminist breizhad « Gast! ». Aterset eo bet gant Tunvezh Wloagen-Grandjean.