Gouzout muioc'h diwar-benn
Tizhet e bet an niver a 70 000 den bac'het e Frañs e 2016. Alies mat e vez dreistpoblet an tiez hag an toulloù-bac'h. Ti-bac'h an Elsau e Strasbourg a oa bet savet evit degemer 444 den, met ouzhpenn 700 a dud a zo bac'het eno hiziv an deiz. Tud a bep seurt zegouezh eno, da c'hortoz bezañ barnet, pe gant kastizoù berr a walc'h. Estreget ar gwarde.ze.d, ez eus ur skipailh yec'hed evit ober war-dro tout an dud se. Yuna Moysan a zo unan deus ar re al labour eno, en SMPR (Servive Médico Psychologique Régional), evit ober sport gant ar brizonidi o deus kleñvedoù psikologel. Displegañ a raio deomp bed an ti-bac'h.