Gouzout muioc'h diwar-benn
E penn kentañ ar bloaz e reseve kevredigezhioù bihan o labourat evit diorren implij ar brezhoneg er vuhez foran, ul lizher a-berzh Kuzul Departamant Penn-ar-Bed: a-daol trumm e oant skarzhet deus ar reizhad skoazelloù-argant bet ijinet a gozh evit derc'hel ar brezhoneg bev. An argant a veze roet betek hen da 'C'hoariva', 'Dastum Penn-ar-Bed' ha 'Féa', dre skouer, a oa kevatal da dakennoù dour er mor a zispign a vez graet evit ar sevenadur breizhat en departamant. Ha ne vanka ket argant er c'hef, n'eo ket an enkadenn argant he deus graet d'an dilennidi strishaat o skoazelloù... Selaouit an displegadennoù bet roet d'ar c'hevredigezhioù-se. Emaomp etre div dro an dilennadeg-prezidant ha marteze e vo resisoc'h an traoù araok un nebeut deizioù! Un afer da heul neuze...