Gouzout muioc'h diwar-benn
Krouet oa bet Strollegezh Istorel hag Arkeologel Breizh e 1920, hag e vez kavet enni bremañ muioc'h eget 500 ezel. Bep bloaz, e penn kentañ miz Gwengolo, en em vod an izili en ul lec'h disheñvel, evit kemer perzh en un hanter sizhunvezh a brezegennoù. Ar bloaz-mañ o doa en em staliet e kêr Gemperle, hag e touez a vrezegennerien e helled kavout an istorourezh Eva Guillorel, hag ar ganourez Marthe Vassallo. Kaset o deus ur brezegenn hanter preget hanter kanet war an temm « Maouezed kablus, pe maouezed o c'houzañv ? Kevredigezh Breizh da vare ar Renad kozh a dreuz ar gwerzioù ». Emgav etre Marthe Vassallo neuze Tunvezh Wloegen-Grandjean war ribloù ar stêr Laita.