Lec'hidadenn Aber Stêr Leskon

Radio Kerne

Lec'hidadenn Aber Stêr Leskon

Gouzout muioc'h diwar-benn

Un aber a zo al lec'h 'n em kej dour dous ar stêrioù ha dour sal ar mor. Ul lec'h ispisial tre, a cheñch stum ha dezverk gant ar mareioù, a-hed an deiz hag a-hed ar bloaz. N'em rentañ a reer kont pegen pouezus eo an aberioù evit an endro, rentiñ 'reont ar pezh a vez anveet servijoù ekosistemek : naetaat an dour, pourvezhioù boued evit al loened, al laboused, ar pesked, hag all. Padal 'vez ket kavet a aber a zo chomet en ur stumm naturel, sur a-walc'h abalamour d'ar fed eo ivez ul lec'h pouezus evit ar vuhez ekonomikel : porzh, hent braz an darempredoù etre an douaroù hag ar mor, industrielezh. Evit ar pezh a sell da Stêr Leskon, 'giz ma vez anavezet aber kumun Pornaleg, ez eus bet savet ur gevredigezh evit sikour da renkañ al lec'h, an ADRSL. Visant Floc'h, hag a zo ezel eus ar gevredigezh hag arbennig war an istor, a c'hell preg deomp eus an doare eo cheñchet ar stêr tamm ha tamm.