Buhez ha Marv ur Barrez

Radio Kerne

Buhez ha Marv ur Barrez

Gouzout muioc'h diwar-benn

A-hed ar VIvet kantvet hervezh an istorourien ez eus bet krouet parrezhioù kentidig Breizh. Gwir eo evit parrez kozh Plonivel a oa ledan tre e penn kentañ he « buhez ». E 1790 koulskoude, pa 'z eo bet krouet ar c'humunioù, eo bet divizet ne vefe ket mui deus Plonivel. Istor Plonivel, hag an div barrez amezeg, Plobannaleg (« Pornaleg) » ha Loktudi, a zo un degouez mat tre evit deomp kompren perak ez eus kumunioù gant an harzoù a anvezomp en amzer a hiziv. Visant Floc'h a gont an istor-mañ da Dunvezh Vloagen-Grandjean.