Gouzout muioc'h diwar-benn
N''eus ket keit-se marteze 'oac''h peget ouzh an tele, o sellet ouzh an enklask bet kaset gant ar gazetennerez Elise Lucet hag he skipailh eus 'Cash Investigation''. Ha chomet oc''h heuget gant an holl ditouroù o deus roet deoc''h. Gouzout a ouiemp dija ma n''eo ket mui yac''h ar bed evit hor bugale abalamour d''ar gimiezh bet skuilhet warnañ. Met n''eo ket alies ma vez degaset deomp prouennoù ken krizh eus ar wirionez.