Stumdi a-enep ar ouennelourien

Radio Kerne

Stumdi a-enep ar ouennelourien

Gouzout muioc'h diwar-benn

E-pad pell n'hon oa ket sellet re ouzh an tu dezhoù pellañ e Breizh, ha resisoc'h er metoù rannvroel. An trouzig displijus a veze graet gante (Breizh Atao, Adsav hag all...) abaoe bloavezhioù a ra e brofit evit an deizioù eus an trouz a glever krenvoc'h e Frañs a-bezh abaoe un nebeut mizioù, ha ne c'heller ket ober van ken da chom hep klevet anezhe eme kalzig aktourien sevenadurel, kevredigezhel ha politik er vro. E-touesk ar re bet taget gante e kaver Stumdi, ar greizenn da stummañ tud gour war ar brezhoneg, int-i a gemer an intrudu da sevel klemm.