Gouzout muioc'h diwar-benn
E Sant Wenole e oa un ti levrioù-ostaleri, « Ar Blijadur da Lenn » e anv. An anv galleg « La Joie de Lire » a oa bet roet en eñvor da hini brudet all ar bloavezioù 1970 e karter latin Paris. Ar c'hoant en doa bet Nonna Goasguen degas ar sevenadur er barrez gant al lennegez evel just, met gant diskouezadegoù, prezegennoù hag arvestoù ivez. Met ar pezh pouezusañ marteze oa krouiñ ul lec'h evit en em gavout, evañ ur banne kafe ha prezeg gant paotr an ti. O paouez bezañ serret emañ e miz Kerzu. Evit preg diwar-benn an ti-se eo bet Tunvezh Gloaguen-Grandjean o preg gant daou bratik, Loeiz Bodivit ha Fañch Jestin.