Gouzout muioc'h diwar-benn
E Douarnenez e kaved strollet krennarded liesorin. Lod a oa bugale eus Diwan, brezhonegerien anezhe neuze, hag ar re all o doa graet ar veaj eus Bro Alamagn pe deus an Itali evit heuliañ ur staj 'teatr war skasoù ha sirk' kinniget gant ar strollad La Obra, en e benn Céline Soun, he deus bet bevet un nebeut bloavezhioù e America Latina. Eno he deus kemeret perzh e meur a raktres da ginnig atalieroù sevenadurel d'ar vugale. Deuet eo en dro er vro ha dre ar 'sokio-teatr' pleustret gant ar strollad La Obra, n'eo ket paouezet da ziskouez d'ar yaouankizoù penaos digeriñ o spered d'ar bed holl ha d'an arzoù. Evit se eo diwanet en he spered aozañ 'la Comparsa' amañ er vro. Bet eo Laëtitia o vevañ ur mintinvezh gante, ha plijadur zo bet.