Anne-Maryse Nouqueret : reiñ enor d'ar vaouez he deus bet graet kalz e Pouldahu

Radio Kerne

Anne-Maryse Nouqueret : reiñ enor d'ar vaouez he deus bet graet kalz e Pouldahu

Gouzout muioc'h diwar-benn

10 vloaz 'zo eo marvet Anne-Maryse Nouqueret, ur vaouez hag he deus bet graet kalz evit karter Pouldahu e Douarnenez. D'an 8 a viz Meurzh diwezhañ, diwar intrudu ar gomedianez Sylvie Contant ha da geñver « devezh ar merc'hed » 'oa bet adanvet lec'hioù ha straedoù Douarnenez gant anvioù maouezed hag o deus bet kaset raktresoù da-benn er gêr. Kreizenn Grallon e Pouldahu 'oa bet adanvet gant anv Anne-Maryse ha bremañ e fell d'he merc'hed ha d'an annezidi ma vefe adanvet al lec'h da vat. O paouez skrivañ d'an ti-kêr emañ an Julie ha Gabrielle, bugale Anne-Maryse. E-soñj 'maint kaout ur respont ar sizhun-mañ. Selaouomp Julie Cadaze, ouzh mikro Katell Uguen.