Gouzout muioc'h diwar-benn
Hiziv en abadenn Deomp dei ! vo klevet bugale o komz diwar-benn ar pezh o deus lennet, bet aterset gant Morgane.
E gronikenn Loenig Loen vo dizoloet Loened an atant. Bugale Skol Divyezh Rostren a gonto deomp piv a ra war-dro al loened er maez, pelec'h vez lakaet al loened da gousket, petra vez roet dezhe da zebriñ& Peadra da gontañ traoù !
Ar gronikenn "100 pobl & 100 giz" vo gouestlet d'an Tibetiz.
E mediaoueg Kemper e oa kontet istorioù ha rimadelloù gant Per Meñs-Pegailh d'ar vugale, dezhe da dizoloiñ ar yezh brezhoneg. Hiziv kontañ a ra d'ar vugale istor Lammig an noz !
Sonerezh :
Ar meteo - Skol Diwan Brest
Paotr a galon - JL Roudaut & Bugale skol diwan Landerne