Alje 57 skrivet gant Pierre Emmanuel Marais lennadenn Loik Jade

Radio Kerne

Alje 57 skrivet gant Pierre Emmanuel Marais lennadenn Loik Jade

Gouzout muioc'h diwar-benn

Alje 57 zo ur romant brezhonek savet gant Pierre-Emmanuel Marais, hag embannet e 2012 gant Al Liamm. Kaoz zo ennañ eus ar "Genkiz Susini" hag eus ar jahinañ a-enep da stourmerien aljerian ha da soudarded c'hall zoken. Daoust ha gouest eo an nen da zisoñjal euzhadennoù ar brezel ? Yann Lozac'h, Breizhad yaouank bet kaset da vrezeliñ, ne c'hell ket kaout an dizober eus an eñvorennoù kriz-se o krignat e spered bremañ m'eo distro d'e vro. Da goulz an avaloù, p'eo deuet ar poent d'ober sistr e teu war e spered eñvor Tara, an Aljerianez yaouank en doa anavezet e Alje, "evel ur wagenn a zic'hoanag oc'h aloubiñ e ene". Tapet e oa bet en ur pech, eñ ar soudard gall, bet jahinet e kenkiz Susini, penngarter an harzlammerien. Ul lennadenn gant Loik Jade Ur skrivagner ganet e Naoned eo Pierre-Emmanuel Marais. Ganet eo e 1968 en ur familh a orin eus Kastellbriant ha Gwenrann. Skrivet en deus levrioù, romantoù , ha danevelloù e brezhoneg hag e galleg. Danevelloù zo bet embannet gantañ e-barzh ar gelaouenn Al Liamm. Desket en deus brezhoneg e-kerzh ar c'hentelioù noz e Naoned, ha bet eo kelenner ivez diouzh an noz e-pad pemp bloaz. Krog eo da skrivañ e brezhoneg abaoe un toullad bloavezhioù hag en em varreka seul ma skriv. Kalz a blijadur a zegas se dezhañ. Disheñvel eo skrivañ e brezhoneg diouzh ar galleg, met ne oar ket perak. Marteze ez eo abalamour ma lak ar brezhoneg anezhañ da hunvreal dre ma 'z eo un tammig hud.