Gouzout muioc'h diwar-benn
Kelennerien ha merourien departamant ar brezhoneg ha ar studioù keltiek, stag ouzh skol-veur Roazhon 2, o deus sinet nevez zo un emglev a genober gant o c'henseurted eus departamant ar yezhoù ha sevenadurioù keltiek e skol-veur Harvard.
Pal an emglev-se eo pinvidikaat kelenn ar yezhoù, lennegezhioù ha sevenadurioù evit ar studierien inskrivet e master ha doktorelezh, ha reiñ un tizh nevez d'ar c'henlabour evit an enklaskoù kaset gant ar gelennerien glaskerien en div skol-veur.
Reoliek e vo dalc'het seminarioù e Harvard, kinniget gant kelennerien Roazhon 2. Kentelioù ispisial, a-wezhiadoù, a reer 'crash courses' anezhe e saozneg, a vo roet, ouzhpenn eskemmoù kelennerien ha studierien.
Stefan Moal, mestr-prezeger war ar brezhoneg hag ar sevenadur breizhat, a oa e Harvard gant e genseurted en nevez-amzer paseet, evit kregiñ gant ar c'henlabour-se.