Niverenn 400 ar gelaouenn Bremañ zo bet moulet e miz c'hwevrer tremenet. Estroc'h evit ar sifr eo un digare da c'houzout penaos vez savet ar gelaouenn, penaos e ya war-raok ha penaos e c'hell an holl kemer perzh enni.
Ar c'hazetenner Milio Latimier a gont deomp istor krouidigezh ar gelaouenn - labour divent an dud a-youl-vat, efedoù arnevesaat an teknologiezhioù war ar c'hazetenniñ ha raktresoù nevez ar gevredigezh.
Koumanantiñ da Vremañ : www.skolanemsav.com/-brezhoneg-et-breman/breman.html
Koumanantiñ da Vrezhoneg : www.skolanemsav.com/-brezhoneg-ha-breman/-brezhoneg.html
Kemer perzh en o gas ur pennad skrid : [email protected]