Gouzout muioc'h diwar-benn
Sal ar Garene e Brest. Ur sal sonerezhioù a vremañ bet digoret e 2007 gant Brest Metropole Océane war porzh konverzh Brest. Kinniget e vez a bep seurt d'ar publik: daou sal gonsert: unan bihan 350 plas, unan bras: 1300 plas. 6 studio pleustriñ, ur greizenn kelaouin ha aliañ ar sonerien, un derassenn war an doenn lec'h vez graet konsertoù dindan ar stered. Ur programadur arbennig war an holl sonerezhioù a vremañ gant pennoù skritell hag arzourien eus ar vro.
Ur c'hant strollad bennak a vez o pleustrin a hed ar bloaz er studioioù ha 40 000 arvester a deu dre vras bep bloaz.
Kinniget 'vo programm 2012 gant Klet Beyer hag Aourel Guivarc'h