Gouzout muioc'h diwar-benn
Goude Maddie Ziegler (te oar, an hini o tañsal barz ar c'hlip video "Chandelier" ar ganerez Sia), klevet e vez kaoz eus ur plac'h yaouank all Taylor Hatala. Deeut e da vezañ brudet a drugarez d'ur video skignet war internet pa oa unnek vloaz. Gwelet vez anezhi ober ur gorollouriezh a feson war IDFWU de Big Sean.
https://www.youtube.com/watch?v=K5AUTiRbRkI
Gant e mignonez Larsen Thompson, pevarzek vloaz, dañsal e reont evel tud a vicher ! The Fraternal Twins vez graet deus an daou-se !
Hiziv da zaouzek vloaz nemetken dañsal a ra gant e mignonez barz clip video ar rappour E-Train "Wreck the Discotech".
https://www.youtube.com/watch?v=xGIsoESjIDc
Dizoloet vo an delfined barz ar gronikenn Loenig Loen.
100 pobl & 100 giz a lako ar gaoz war ar pobl Portiguara.
E mediaoueg Kemper e oa kontet istorioù ha rimadelloù gant Per Meñs-Pegailh d'ar vugale, dezhe da dizoloiñ ar yezh brezhoneg. Hiziv vo selaouet istor Nanarz !
Sonerezh :
E-Train - Wreck the Discotech
N'eo ket drol ba'r skol - Skol Fañch Gwilhoù