Gouzout muioc'h diwar-benn
Hiziv en abadenn Deomp dei ! e reomp un tamm tro e mediaoueg Kemper, lec'h ma oa kontet istorioù ha rimadelloù gant Per Meñs-Pegailh d'ar vugale, dezhe da dizoloiñ ar yezh brezhoneg. Selaouet e vo ur c'hoari dedennus "Arzig du", evit deskiñ gerioù e brezhoneg.
Dizoloet vo ar c'hrokodiled e gronikenn Loenig Loen ha ar pobl Dakelh e gronikenn 100 pobl &100 giz !
Evit echuiñ brav, un istor gant Michèle Simonsen diwar ur gontadenn danat ha troet ha lennet e brezhoneg gant Mark Kerrain : "Bisig pezh kof"
Sonerezh :
Non déclaré - Digresk
Insane in the brain - Cypress Hill