Gouzout muioc'h diwar-benn
En abadenn Deomp dei ! vo selaouet ur rimadell hag un istor kontet gant Per Meñs-Pegailh d'ar vugale e mediaoueg Kemper.
Da gentañ, selaouet e vo ar rimadell Glazig ha Melenig, dedennus da zeskiñ. Gwellet vo peseurt liv e teu da vezañ al livioù glas ha melen pa vezont mesket.
Setu ar pozhioù :
Glas, glas, glas,
Penn da benn,
Setu Glazig !
Melen, melen, melen,
Penn da benn,
Setu Melenig !
Hag e pokont,
Hag e pokont
An eil d'egile !
Gwer, gwer, gwer,
Penn da benn,
Setu Glazig ha Melenig !
Ha da c'houde, ur gontadenn vihan : A-dreñv ma zi.
E gronikenn Loenig loen e vo komzet d'eus ar bleizi..hoouuuuu.
Evit echuiñ brav : ur gronikenn nevez flamm, 100 popl & 100 giz, ur gronikenn war ar pobloù dianavezet pe get ! Hiziv vo komzet d'eus ar pobl Fon !
Sonerezh : I don't want nobody, Popa Chubby
Abassi, ur ganaouenn e yezh Fon : https://www.youtube.com/watch?v=VQSAjrvxUNM