Gouzout muioc'h diwar-benn
13 milliard hanter a gengreadur, ouzhpenn 21000 implijiad hag ur brud disputet, sed aze an embregerezh amerikan Monsanto. Un embregerezh morgazh e-giz e vez lâret dre ma 'vez kavet war dachennoù liesseurt. Ganti eo bet savet meur a brodu, en o zouez, ar gontammer orañjez, ur gaz implijet e Vietnam e-pad ar Brezel, ar Roundup, an herbisid a vez gwerzhet ar muiañ dre ar bed hag had OGM gouest da c'houzañv ar roundup. Ganti neuze e vez reoliet chadenn al labourerezh douar penn da benn. Ar pezh eo n'eo ket hep dañjer ar roundup ha pestisidoù Monsanto all, prosezoù e-leizh zo bet a-enep an embregerezh, n'ez eus ket kalz anezho bet gounezet, met un nebeut reoù memes tra. Gant Andre Kerdranvat e lakaimp ar gaoz war ar pestisidoù dre vras, ha resis war ar stourm a-enepto gant Dour ha Sterioù Breizh.