Gouzout muioc'h diwar-benn
8 votadeg e miz Mezheven ! 17 000 a dud a c'hallo reiñ o soñj dre 5 departamant ar vro.
Emañ ar gevredigezh DIBAB-Divizit Breizh, a aoz votadegoù keodedel diwar-benn an adunaniñ ha Bodadeg Breizh, o vont da lañsañ un trede lankad kuzuliadegoù er c'humunioù. Goude un taol kentañ e Sant-Widel-Skovrid (44) e miz Du 2014, e Saoudan (44) ha Langoued (35) e miz C'hwevrer, DIBAB-Divizit Breizh he deus lakaet ur pal uheloc'h c'hoazh.
FABRIS CADOU ouzh mikro LAETITIA FITAMANT
E Miz Mezheven e vo aozet votadegoù keodedel e eizh kumun eus 5 departamant ar vro gant DIBAB-Divizit Breizh. Tro a vo roet evel-se da ouzhpenn 17000 a dud da reiñ o soñj war an daou graf lakaet da votiñ warno dre votadegoù aozet penn-da-benn gant an dud o-unan.
Mennet eo ar gevredigezh DIBAB-Divizit Breizh da genderc'hel da aozañ muioc'h-mui a votadegoù a-vras evit reiñ an tu d'ar Vretoned da reiñ o soñj diwar-benn o framm ensavadurel. Emarc'hantaouet-rik eo ar savenn geodedel, lañset he deus ur vrudadeg kenarc'hantaouiñ evit talañ ouzh ar frejoù stag d'an aozañ, ur c'houlzad emezelañ zo bet digoret ivez.
Setu aze ar c'humunioù a sell an trede lankad votadegoù outo : d'ar 7 a viz Mezheven, Nozieg ha Ruzieg el Liger-Atlantel, Kavaneg en Il-ha-Gwilen, Plounevez-Moedeg en Aodoù-an-Arvor, Rianteg er Mor-Bihan, Kommanna hag ar C'hloastr-Plourin e Penn-ar-Bed. Tud Arweneg-Vihan, int, a c'hallo votiñ d'ar 14 a viz Mezheven.