Gouzout muioc'h diwar-benn
En abadenn Deomp dei ! hiziv e zeomp da zizoloiñ c'hoarioù e brezhoneg gant skolajidi Brizeux e Kemper da-geñver sizhunvezh ar brezhoneg. Dre « Din an dorn » ha « Klask ar ger », daou c'hoari nevez krouet e brezhoneg o deus gellet ar re yaouank kas ur prantad blijus asambles ha deskiñ traoù liesseurt war ar memes tro.
Bugale Brezhoneg in the City a lako ar gomz war Enez Naoned ha dizoloet e vo danvad al lannier gant ar gronikenn Loenig Loen !
Kontet e vo deoc'h istor "An Itron Holle", Frau Holle zo unan eus kontadennoù ar vreudeur Grimm. An anv roet d'ar vaouez vojennel a ra an erc'h er broioù alamanek eo.
Plijadur vo !
Sonerezh :
Children go where 1 send you - Nina Simone
Ma 'z out trist - Mona Jaouen