Gouzout muioc'h diwar-benn
E Douarnenez zo tri forzh, ar Rosmeur, porzh pesketiñ, porzh bageal Treboul hag ar Porzh rhu, al liamm etre Douarnenez ha Treboul. Gwechall e oa Porzh rhu DZ, ur greizenn koñvers ar sardined ha deuet da vezañ hiziv an deiz ur porzh bageal hag ur porzh mirdi. En abadenn e vo Riwanon Kersale ganin, stajiadez er porzh-mañ evit displegañ deomp petra eo ur porzh mirdi ha lakaat ar gaoz war un darvoud divoutin, erru ur bag nevez e porzh mirdi DZ. 'Pezh ne c'hoarvez ket alies. Kemer a raio plas Notre Dame de Rocamadour, un arouez er Porzh mirdi, a veaje betek aodoù Mauritania evit dastum grilhed-mor. Erlerchiet 'vo Notre Dame de Rocamadour gant ar Roue Gradlon, ur vag balizenniñ, savet e 1948, war he leve abaoe fin 2014. Graet 'neus ar veaj deus porzh an Oriant evit bezañ degemeret e ker ar pennoù sardin dimercher.