Gouzout muioc'h diwar-benn
En abadenn-mañ vo klevet Loula, Yoann, Anouck, Alexis, Lena, Jean ha Elouan Skol Fañch Gwilhoù Douarnenez o lavar deomp penaos o deus sellet deus ar fallaenn ha peseurt anadennoù estlammus all o deus gwelet en oabl !
Da c'houde, ur kanaouenn adkavet barzh tiretennoù ar radio : "Ar Glav". Krouet ha kanet 5 vloaz-so gant mestr-skol Guénolé Larvol hag e skolidi !
En abadenn Loenig Loen vo dizoloet ar Vaot gant Morgane, Mauve, Amande ha Salomé Skol Diwan Kistreberzh !
Selaouet e vo Skolajidi 5pet klas glas Skolaj Diwan Jakez Riou gant kontadenn ankenius "An ankoù er ger".
E Brezhoneg in the City vo klevet kaoz eus Kenseurtiezh lik skol ar Marsauderies gant Louise ha Maélie.
Plijadur vo !
Sonerezh :
Dans les prisons de Nantes - Nolwenn Leroy