Gouzout muioc'h diwar-benn
Gant kreizenn arz a-vremañ Kemper, ar C'harter e vez kinniget un diskouezadeg betek ar 17 a viz Mae titlet Un trou dans le décor. Evit displegañ anezhi ha doare ober an arzour Guillaume Pinard deomp e vo Annaig Loizel, heñchourez er mirdi. Ur veaj e istor al livañ tro-dro da dem ar c'horf e vo graet en ur dizoloiñ mojennoù ar vro kement hag arz an henamzer hag an Adganedigezh.