Gouzout muioc'h diwar-benn
An abadenn-mañ zo diwar-benn ar Sonerezh !
Klevet e vo Nell, Otalou, Maelys ha Gwenola Skol Diwan Tregon o komz deomp deus peseurt sonerezh e selaouont.
Da c'houde ur gondatenn koantig gant "Malo ha laz-seniñ ar c'hoad", skrivet gant Yves Colin, troet e brezhoneg gant Drian Bernier ha treset gant El Globos.
Displeget e vo deoc'h bugale penaos fardañ un tam-tam ha peseurt appli/arload e c'hellec'h pellkargañ war o tablezenn niverel d'ober sonerezh, digoust pe tost !
Evit echuiñ vo dizoloet Ar Maligorn e-pad Loenig Loen.
Abadenn kaset gant Morgane ha Ninnog.