Al labourerien douar endleet

Radio Kerne

Al labourerien douar endleet

Gouzout muioc'h diwar-benn

35 kevredigezh war 58 departamant hag ouzhpenn 1000 den a-youl-vat, sed aze rouedad Solidarité Paysans. Ur gevredigezh a sikour al labourerien douar lakaet diaes. Ha pa vez gouezet e soñj da 38% a beizanted eo fall stad o zierezh e verzhomp pegen talvoudus e c'hell bezañ seurt kevredigezh. En abadenn e vimp gant Alexandre Bourhis, bet prezidant Solidarité Paysans e Penn ar Bed ha c'hoazh den a-youl-vat hiziv an deiz. Gantañ e lakimp ar gaoz war stad ekonomikel al labourerien douar, penaos e teuont da vezañ endleet, penaos e c'hellont bezañ sikouret. Un digarez e vo ivez evit ar re e-maez deus ar vicher-mañ dizoloiñ ar vuhez-se, ur geitad a 55 eurvezh a labour dre sizhun, muioc'h a dud c'hloazet o labourat eget e micherioù all hag un dregantad a emlazh uheloc'h ivez. Koulskoude ha zoken ma z'int lakaet diaes o deus c'hoant ar beizanted chom peizant ha tost ouzh an douar.