Gouzout muioc'h diwar-benn
Diaez eo an traoù evit ar c'helaouin dre skrid e bro c'hall, france soir bet krouet seizh bloaz ha tri ugent zo 'neus embannet e niverenn diwezhan d'an 13 a viz kerzu ar bloaz mañ, ar gelaouenn rue 89 zo bet adprenet gant claude perdriel, e penn holding le nouvel observateur, ar gelaouenn ekonomikel la tribune zo bet lakaet pemzekteiz zo en redressement judiciaire, en arsav lezenn, ma 'peus c'hoant. N'eo ket aez neuze ar mare evit ar c'hazetennoù hag ar c'helaouennoù.
an dra-mann zo gwir ivez ba breizh. n'eo ket aes an traoù a fed kontoù nag gant ar mizek bremañ nag gant ar sizhuniek Ya. Un diouer a implijidi zo blam d'an diouer a argant hag eo diaez ivez kaout tud a youl vat evit reiñ un taol sikour. Mont a rimp da gomz gant Milio Latimier eus bremañ ha Gant katell uguent kenurzhierezh Ya da heul.