Diwan Bro ar C'hap

Radio Kerne

Diwan Bro ar C'hap

Gouzout muioc'h diwar-benn

35 skol, 6 skolaj hag ul lise, sed aze ar rouedad Diwan e Breizh hag e Pariz. Berzh a ra an hentad-mañ ha koulskoude e chom broioù dilezet e lec'h n'ez eus ket tu d'ar vugale deskiñ brezhoneg er skol. E Bro ar C'hap da skouer e Penn ar Bed n'ez eus netra kinniget d'ar gerent a fell dezho lakaat o bugale da zeskiñ yezh ar vro. Ret eo mont betek Douarnenez, ar vro vigouden pe c'hoazh Kemper. Met a-raok pell e vo tu d'ar bugaligoù splujañ e bed ar brezhoneg a-drugarez d'un toullad tud menet. En o zouez, Loeiz Guillou, paotr ar Pont, a zo sekretour kuzul skoazell Diwan Bro ar C'hap. Gantañ hag un nebeut reoù all e vo digoret ur skol vamm Diwan e Ponte Kroaz e miz Gwengolo 2015. Evel just n'eo ket graet c'hoazh, ret eo d'ar gerent rakenskrivañ o babigoù met war an hent mat emañ ar raktres. Deus pelec'h eo deuet ar mennozh ? Petra eo bet ret dezho ober ha petra a chom c'hoazh d'ober evit digeriñ ar skol mañ ? Petra eo stad ar brezhoneg e Bro ar C'hap hag emdroadur ar yezh ? Sed aze tem an abadenn-mañ.