Gouzout muioc'h diwar-benn
Abaoe meur a vloavezhioù e vez pedet tud dreistordinal gant Gouel Filmoù Douarnenez. Tem ar festival e 2014 a oa pobloù Indonezia, Timor ar Reter ha Papoua. Deus ar broioù pell-se eo deuet ur Waria, Mami Yuli he anv, hag eo bet steredenn ar gouel. Bep bloaz ingal ez eus un den o tizhout kalon ar festivalourien un tammug donoc'h eget ar re all hag eo bet hi ar bloaz-mañ. Ur Waria eo Mami Yuli, da lavaret eo ur plac'h trapet e korf ur paotr. E-pad kantvedoù int bet degemeret mat-kenañ ar Wariaed e kevredigezhioù hengounel Indonezia, ur plas a oa evito digudenn. Met hiziv an deiz ha gant ar vuhez vodern n'eo ket ar memes afer.
Kontet e vo he istor gant Mami Yuli, deus he ganedigezh en ur geriadenn hep tredan betek he diplom gwironiezh tapet evit ar wech gentañ gant ur Waria. Splujomp en ur bed dianavezet a n'emañ ket ken pell ouzhomp. Ur bed dishegar hag a c'hell chañj, ur vuhez diaes hag a zo aet war-raok, ur Waria wallgaset deuet da vezañ kannadourez gwirioù ar minorelezhioù.