Gouzout muioc'h diwar-benn
Ezhomm ho po:
- 200g riz ront
- 75cl laezh-dienn
- 100gr sukr
- 1 glorenn vanilha
- frouezh (sivi, melon, pechez, mangez, kiwi .. )
1° Lakait ar riz da boazhañ e-barzh al laezh hag ar vanilha ( troc'hit ar glorenn vanilha en he hirder) war un tan bihan e-pad 30 mun tamm-pe-damm. Dourenn ebet na rank chom.
2° Ouzhpennit ar sukr ha laoskit da yenaat e-pad, d'an nebeutañ, 1 euriad.
3° E-pad ar mare-se: gwalc'hit ar frouezh (dibluskañ anezho ma 'z eo ret) ha troc'hit anezho e lavnennigoù fin.
4° Stummit keunellennigoù bihan gant ar riz.
5° Lakait war pep tamm riz ur lavnennig frouezh.
Tu zo deoc'h debriñ ar sushied frouezh gant chokolad teuzet pe ul lipig sukret.