Gouzout muioc'h diwar-benn
Ezhomm ho po :
4 melen vioù
4 loaiad vras bleud
2 loaiad vras maizena
1 litrad laezh
150 gr sukr
200 gr chokolad a dammoù
20 cl koaven fresk
- Mesklit en ur plad vras ar bleud hag ar maizena, distrempit tamm-ha-tamm gant ul lodenn eus al laezh yen hag ouzhpennit koaven fresk.
- Lakait ar melenoù vioù e-barzh.
- Skuilhit peurrest al laezh gant ar meskaj sukr ha chokolad ha lakait da dommañ er skinforn eus 3 mun da 3 mun betek ma vefe teuzet ar chokolad.
- Ouzhpennit ar meskaj kentañ ( bleud, maizena ha laezh ) ha lakait er skinforn eus 3 mun da 3 mun betek ma devfe ar meskaj.
- Lezit da yenaat ha lakait er yenerezh.
Kalon vat da zebriñ, ha debrit asambles war an ton bras !