Gouzout muioc'h diwar-benn
Fardet 'vo ur smoothie gant sivi, da laret eo un evaj fresk ha yac'hus a vo un teuzar evit merenn vihan.
Evit 4 den 'zo ezhomm :
- 300 gram sivi. Tapit reoù gounezet b'ar vro, gwelloc'h eo!
- 1 vananezenn
- 10 tamm skorn bennak
- hag un tammig sukr ma 'zo ezhomm
Troc'hit ar frouezh a dammoù bihan ha meskit mat en ur robod.
Tañvit ha ma kavit eo re drenk ar frouezh, ouzhpennit un tammig sukr poultr.
Ouzhpennit an tammoù skorn ha drailhit anezho a-benn kaout chug skornet.
Dasparzhit ar meskaj 'barzh gwerennoù brav hag evit diouzhtu.
Sed aze, prest eo ar smoothie ! Tu 'zo lonkañ 'nezhañ gant ur blouzenn ha staliañ ur sivienn war benn ar werennad.
Ma fell deoc'h e c'hellit lakaat ar meskaj er yenerezh ha 'giz se teuio da skornenn !