Gouzout muioc'h diwar-benn
Bep bloaz e teu ar gevredigezh Daoulagad Breizh er Skolaj Diwan e Kemper gant filmoù. Evit kregiñ ganti eo bet sellet ouzh ur film bet savet gant Thierry le Vacon ha Mona Jaouen evit Frañs 3: ennañ e heulier Gi Jonkour, medisin-loened, a-hed hentoù Bro Dreger, a di-feurm da di-feurm. Ha deuet eo da zisplegañ e vuhez hag e vicher d'ar re yaouank, goude m'o doa sellet ouzh "Touch, gwelet, selaou, c'hwesha". An digarez a oa brav deomp evit sevel ur sujed war ar vedisined-loened war ar maez.