Gouzout muioc'h diwar-benn
Rekipe an Dienn flamboez
Ezhomm ho po evit 6 den :
250 gr flamboez
25 sl koaven fresk tanav (evit ma vefe aes da vasañ)
2 loaiad vihan sukr malet
1 hanter loaiad vras sukr lindr
Basit ar c'hoaven fresk e chantilly gant ar sukr lindr.
Gwalc'hit ar flamboez ha dispartiit anezho e daou vern
Lakit ur bern er frikerez (mixeur) gant ar sukr malet
Mesklit dousig ar yod-se gant ar c'hoaven chantilly
Lakit ar mesklaj e podoù bihan hag ouzhpennit ar flamboez a chom war c'horre evit kinklañ
Kalon vat da zebriñ !